Porsche 911

Ferdinand Porsche

Ouzhpenn pemp bloaz ha tregont eo ar Porsche 911, un oad a zoare evit ur c'harr-tan a zo bet lakaet war ziskouez evit ar wech kentañ e Frankfurt e miz Gwengolo 1963, da vare Saloñs ar C’hirri-tan. Den ebet n’en dije soñjet d’ar poent-se e vije bet anezhañ c'hoazh hiziv an deiz ! N'eus karr-tan all ebet en e rummad (hini an « Douristelezh Veur ») hag a zo par d’an 911, abaoe keit-all ma vez. Ken alies m’eo bet tapet ar maout gantañ er redadegoù. Anavezet er bed a-bezh gant an holl re a blij dezho ar c’hirri-tan, ganet e spered lemm Ferry Porsche hag e hini e vab Ferdinand Alexander, « Butzi », bez’ eo an 911 disoc’h ur mennozh ijinet gant ar c'helenner brudet Ferdinand Porsche, tad Ferry ha tad-kozh « Butzi », anat deoc’h, an hini m’eo bet ijinet gantañ ar Volkswagen ken brudet, anvet « Buoc'hig-Doue », ar c'harr-tan ez eus bet lakaet da zont er-maez ar muiañ a skouerennoù anezhañ (ne vez ket savet ken ar "Vuoc'hig-Doue" e Bro-Alamagn abaoe 1979; koulskoude e vez kendalc'het d’ober e Mec'hiko hag e Brazil, ouzhpenn 50 vloaz goude bezañ bet lakaet war ar stern).


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne